Advertisement
Guest User

Anonymous #bzhg

a guest
Jul 12th, 2011
1,897
0
Never
Not a member of Pastebin yet? Sign Up, it unlocks many cool features!
text 5.87 KB | None | 0 0
  1. N'eo Anonymous, nag ur strollad, nag ur voudelezh.
  2. N'eo na c'hwi, na me, na den ebet. Ur menoz eo Anonymous.
  3. Ar re a fell dezho bezaÒ Anonymous, zo tud a glask ar frankiz hag ur bed diveli.
  4. fallvrudet eo anonymous er mediao˘, ha gant gouarnamanto˘ ar bed holl. Hogen bezit dinec'h. AmaÒ emaomp evit mat an holl. Sevel a reomp a-enep d'ar re a vir ouzhomp implij hor gwirio˘ da brederiaÒ, da gomz ha da grediÒ.
  5. Difenn a reomp ar frankiz da zibab ho toare da vevaÒ ho puhez deoc'h c'hwi. N'eo ket Anonymous ur strollad hackerien, evel ma plij da dud zo lavar. Gwir eo, haktivisted zo (#hacktivists) a stourm en hon c'hichen, met lod vrasaÒ ac'hanomp a zo keodedourien a fell dezho poblekaat ar stourmo˘.
  6. Paotred ha mec'hed an ti post omp, pe c'hoazh perukennerien, gwerzhourien, alvokaded, en ur bed peurvreinet.
  7.  
  8. Ar sistem a zo graet evit ma chomfec'h gwasket ha dalc'het outaÒ. Anonymous a zo diskoulm ho frankiz. Kejit ganeomp evit ar raktres. 1 Bloavezh, 3 laÒkad evit cheÒch ar bed.
  9. Anonymous omp, unanet evel un den, morse dispartiet. Ne bardonnomp ket, n'ankouaomp ket. Bezit war evezh.
  10.  
  11.  
  12. Erru omp d'ur poent dibar eus hon istor. Ar genrouedad, hag ar stlenneg o deus sikouret ar c'hornog hag e brosperite. Krouet hon neus un impalaerezh dibar, ur rouedad hollek a eskemm hollbadus, un oadvezh teknologel nevez. Un hir a hent hon eus graet abaoe an dispac'h industriel. Ni zo egerzhourien nevez eus ur bed niverel, en ur gas pelloc'h bepred harzo˘ ar bedo˘ kantik e penn pellaÒ an hollved.
  13.  
  14. Koulskoude e rank an impalaerezh-maÒ gouzaÒv un enkadenn : resediÒ hollek, paourentezh o kreskiÒ buan, feulster, goubrenerezh politikel, ha frankizo˘ hiniennel en arvar. C'hoarvezet eo bet dija en istor. Brizhkelaouet omp c'hoazh hag adarre, eus an abadenno˘ tele betek internet : galloudus meurbed eo an impalaerezh ha gwelet fall ar c'hemmo˘. Ar biznes eo o respont. BevaÒ a reomp en amzerio˘ diasur, tud zo a glask luziaÒ muioc'h an trao˘, en ur vevaÒ diwar c'hoant a surentez ha sponto˘ lieseurt ar poblo˘, met ivez en ur zisrannaÒ pep hini ac'hanomp evit o jeu dezho. Ar strategiezh dispac'hus-se en deus meur a zremm : tu kleiz ha tu dehou, kristenien ha muzulmaniz, tud wenn pe zu, tud difeiz pe tud doue.
  15.  
  16. Met c'hoarvezhet eo un dra dic'hortoz. Krog omp da gontaÒ d'an eil ouzh egile hor istorio˘. Eskemm a reomp etrezomp hor spi, hor huÒvreo˘, hon aon. Pep eilenn, ha noz ha deiz, eo buhez pep hini a vez bannet e pep korn eus ar bed. Buhezio˘ peuzheÒvel hag hon hini a vez kontet deomp, hag a c'heller lenn war hor skrammo˘. Krog omp neuze da gompren efedo˘ hon obero˘ ha fazio˘ an amzer tremenet. Krog omp da abegiÒ ur vuhez graet evit beveziÒ, ha nompas krouiÒ, gwelet ar bed evel ma vefe graet evit hon flijadur, pe ma vefe dibosupl tremen hebio˘ ar brezelio˘ hag ar paourentezh.
  17.  
  18. Poent eo tapout krog en ho armo˘. Ur galv eo da stourmerien ar frankiz. Evit an dud bet lakaet er-maez eus ar jeu, ar re zisoÒjet gant an holl. Ur galv eo d'ar penno˘ bras, d'ar gazetennerien, d'ar frankizourien, ar varzhed, ar re greÒv, hag ur galv evit ar re wan. Ur galv eo d'ar yaouankiz, d'ar re fur, d'ar speredo˘.
  19.  
  20. Goulenn a reomp diganeoc'h heuliaÒ ac'hanomp. 'Ba straedo˘ Tokyo e weli ac'hanomp. War uhelderio˘ New York. En avel e Pariz. E parkeier Karaez. Etre pilero˘ Munich. E yenijenn Moscou. Er straedo˘ pavezet Dulenn. Sed aze hor galv d'ar bed evit ar yaouankiz. Deuit ganeomp evit dieubiÒ titouro˘ ar mediao˘.
  21.  
  22.  
  23. Goulenn a reomp diganeoc'h kemer ho armo˘. Ni zo Anonymous. Deuit asambles ganeomp. Furchit hag e kavot ac'hanomp. En ho touez emaomp. Ni zo pep hini ac'hanoc'h. Pep hini ac'hanoc'h a c'hell komz en anv an Anonymous. N'eus rener ebet, nemet kizidigezh pep hini. N'hon eus pal resis ebet. Nemet disoc'ho˘. N'haller ket bezaÒ harzet, rak n'omp netra nemet ur menoz. N'haller ket diverkaÒ ac'hanomp, rak treuzwelus omp.
  24.  
  25.  
  26. Abaoe re bell e vez graet "tud daÒjerus" gant hor c'hevredigezh hag hor gouarnamanto˘ eus an dud a glask tizhout ar wirionez. N'omp ket ho enebourien e mod ebet ha ne vimp biken. Seurt gevier a zo livet gant ho kouarnamanto˘ rak ne fell ket dezho e vefe dizoloet o sekredo˘.
  27.  
  28. Dalc'hit soÒj eus eus ar frazenn randonet : "M'ho peus netra da guzh, n'ho peus ket da vezaÒ aonik".
  29. Met splann eo o jeu pa klaskont serriÒ lec'hienno˘ evel hini Wikileaks. Un dra o dije da guzhaat ?
  30. Poblo˘ ar bed digabestr, na vezit ket dallet gant o gevier. Deuit ganeomp, ha dizoloit pezh e klaskont kuzhaat deoc'h.
  31.  
  32.  
  33. Sellit pizh outo. Taget o deus ac'hanomp peogwir ec'h implijomp doareo˘ feulz war internet... Padal n'eo ket bet enoet, e seurt ebet, an dud o deus arsailhet Wikileaks. D'ho soÒj, perak den n'eus klasket herzel anezho ? Doareo˘ maez al lezenn a zo mat pa fell d'ar gouarnamanto˘.
  34.  
  35. Sed aze dremm o lezenn en ur bed frank ? Sparlet eo an dud savet a-enep ar gouarnamanto˘, pa lezont da vont ar re a sikour anezho. Poblo˘ ar bed digabestr, poent eo herzel a-raok ma vefe re ziwezhaat. Klask a raer laer ho frankizo˘ hiniennel. Savit ho mouezh ha diskouezit ne c'hell den ebet flastraÒ ho kwirio˘. Hon unan omp gwann, asambles vimp galloudus.
  36. Asambles e c'hellimp ober ur repu eus ar bed-maÒ evit an dud, ha nompas evit an embregeezhio˘ hag ar gouranamanto˘.
  37.  
  38. Ni zo Anonymous. Ni zo e pep lec'h. Ni zo pep hini. Ni zo ho mignon hag ho familh, ho kelennerien. Niverusoc'h niverusaÒ omp ! Ni zo gwenn, du, paotred, merc'hed. Stourm a reomp kichen ha kichen evit ur pal nemetken : DieubiÒ ac'hanoc'h eus ur gevredigezh a glask kontrolliÒ pezh a soÒjit ha santit. Bez e ranker stourm evit mirout hor gwir da gomz ha da brederiaÒ. Poblo˘ ar bed digabestr, savit dirak an holl ha deuit davedomp. Asambles e stourmimp evit ur bed reoliet ganeomp holl, pas gant ar gouarnamanto˘ hag an embregerezhio˘
  39.  
  40. Unanet omp, galloudus omp, e pep lec'h emaomp. Ne ankouaimp ket, ne plegimp ket.
  41. Ni zo Anonymous ! Ho kortoz a reomp !
  42.  
  43. http://www.whatis-theplan.org/
Advertisement
Add Comment
Please, Sign In to add comment
Advertisement